O stadañ
1) e vez bac'het ar meiz e stern ar galleg, yezh goveliet evit bout benveg gwerc'hket ur reizhiad mennet da vougañ pep keal diwanet er-maez diouti
2) ne c'hell ket an drouizelezh bezañ taolennet hep arvar dezhi bout disneuziet gant an arsterioù a vez gant ar gerioù estren
3) e vez atoret atav a-hed an istor pep luskad breizhek abaoe m'eo bet gourzhodet ar yezh gant ar pennadurezhioù e Breizh
ni,
a zo dezho da amkan
1) bodañ ar vroadelourion vrezhon, hag ar re-se nemetken, pa vint dedennet gant an drouizelezh hervez meizadur ha gourhêrezh IOLO MORGANWG
2) diazezañ o zarempredoù war-bouez heuliañ pizh ar pennaennoù-mañ :
pep keal a c'hall bezañ eztaolet dres diouzh ar goñvor ma vez doujet rezid pep den hag e c'hell pep hini disteurel pe get ar c'heal-se. Neuze e tleer doujañ an hini pe ar re a stourm ouzh pe evit ar c'heal-mañ-keal
3) studiañ hag imbourc'hiñ (Deskiñ, Kelenn, Unaniñ) an henzrouizelezh hag hec'h azasaat ouzh ar bed arnevez gant ar pal adreiñ d'hor c'henel ar c'hallusted da zigeriñ war hollveziadegezh hep mont da get. Hervezomp-ni e vo drouizelezh an dazont ar pezh a vo graet gant ar re a bledo ganti hep he lezel da vont gant un hent enebet ouzh pep spered brezhon ha zoken kelt.
TALIESIN